23/08/2000: Reizhadenn ziwezhan - Kentan pajenn vrezhonek krouet war al lec'hienn-man
[ Istor ] [ Palioù ] [ Sikour ] [ Chomlec'h ]

Skoazell Vreizh / Secours Breton
Komite skoazell familhoù ar brizonidi bolitikel breizhat

Istor Skoazell Vreizh :

E 1969, da-heul an arigrap lakaet gant ar Stad C'hall war an emsaverien breton, krouiñ ur gevredigezh evit sikour ar familhoù hag an dud toullbac'het a zo deuet da vezañ un dra ret. E-giz-se eo e oa bet ganet SKOAZELL VREIZH. Izili ar burev a oa Gwenc'hlan Le Scouezec, Xavier Grall ha Yann Choucq, stajiad-breutaer d'ar poent-se. Disklêriet e voe ar gevredigezh hervez lezenn (J.O ar 24/01/1969).

Bep tro ma voe ezhomm, e voe Skoazell Vreizh war an dachenn. E-pad pell amzer, pa voe harzet ha toullbac'het emsaverien an FLB hag an ARB - Pa voe kaset dirak al lezvarn reoù Skol An Emsav « chekennoù brezhonek » ha reoù Stourm Ar Brezhoneg « panelloù-henchañ duet » - Pa voe toullbac'het paotred disuj ar MIB « Militants de l'Insoumission Bretonne » - Pa voe barnet militanted Bro-Naoned evit bezañ stourmet a-enep da vrudaj mezhus « Broioù-al-Ligerien », ha nepell 'zo, eus 1992 da 1996 - Pa voe kastizet bretoned 'zo war zigarez, gwir pe faos, o doa roet bod da emsaverien Bro-Euskadi.

[ Penn ar bajenn ]


Palioù Skoazell Vreizh :

N' he deus ket Skoazell Vreizh an hevelep palioù ha reoù ar c'homiteoù skoazell. Dibaouez eo chomet Skoazell Vreizh o labourat adalek 1969. Savet e vez komiteoù skoazell evit abegoù resis ha peurvuiañ ne badont ket pelloc'h eget amzer un afer.

Hor pal pouezusañ a zo sikour familhoù ar re damallet, dre zisammañ o c'halonoù hag o yalc'hoù, koulz hag an damallidi pa vez ezhomm, dre aesaat o strivoù evit klask un alvokad pa vezont degaset dirak ar varnerien, dre baeañ frejoù an alvokaded dibabet ganto e-barzh roll ar vreutaerien anavezet gant Skoazell Vreizh.

Oberiantizoù all hon eus lakaet da bal - Pa vez ret, e teuomp e darempred gant implijidi ar stad (tailhoù), gant ar bankoù (daleañ amprestoù) hag ivez gant an aozadurioù etrevroadel pe madoberus ( ACAT, Amnesty International, Kevread Gwirioù Mabden... hag all ), gant Dilennidi Breizh, ar C'huzulioù Meur hag ivez gant ar mediaoù breizhat, gall hag etrevroadel e-sell da zerc'hel evezh an holl war gement afer a skoazellomp, a zifennomp.

[ Penn ar bajenn ]


Penaoz sikour Skoazell Vreizh :

Abalamour d'ar pezh a reomp, e rankomp rastellat arc'hant, ur bern arc'hant !

Eus kenskoazell e vo kaoz amañ ivez. Sikouret bras e vezomp gant ar c'homiteoù skoazell, a-drugarez d'an abadennoù liesseurt aozet ganto (Festoù Noz - Predoù - Tombola - Gwerzhadegoù a bep seurt...), a-drugarez d'al lodenn vrasañ eus ar gounidoù a gasont deomp, a-drugarez d'o c'henskoazell evit sachañ evezh ar gazetennerien hag ar boblañs war an aferioù o c'hoarvezout...

Ar pep pouezusañ evidomp-ni e Skoazell Vreizh, eo an treuzvankadennoù-war-eeun digant tud a 'n em sant a-du gant ar pezh a reomp evit sikour an emsaverien vreton hag o zud bet lakaet diaes peogwir ez int emsaverien, koulz hag ar profoù kaset a-vare-da-vare gant reoù all. E-giz-se eo e vez bouetet ingal hor c'hef, pezh hon laka da vezañ gouest da zerc'hel penn, a-drugarez d'hor peadra, pa zeu an tagadennoù da vezañ krisoc'h.

Trugarez d'ar re a sikour ac'hanomp ingal, trugarez evit genderc'hel d'hon sikour, trugarez deoc'h a zo war-nes en em gavout e-touez ar brofourien miziek, trugarez evit skoazellañ ac'hanomp, rak hon skoazellañ gant hoc'h arc'hant a dalvez sikour an dud a vez heskinet e Breizh ( Digresk a vo war ho tailhoù hervez ar profoù ho pezo graet ).

[ Penn ar bajenn ]


Chomlec'h Skoazell Vreizh :

Skoazell Vreizh / Secours Breton
Komite skoazell familhoù ar brizonidi bolitikel breizhat

Feuteun Wenn
3, straed Aristide Briand
F-44350 Gwenrann - Breizh via Bro-C'hall
Pgz: +33 (0)2.40.42.92.94
Peil: +33 (0)2.40.24.81.38
info@skoazell-vreizh.org
http://www.skoazell-vreizh.org/

[ Penn ar bajenn ]

[ Istor ] [ Palioù ] [ Sikour ] [ Chomlec'h ]


Pajenn degemer Skoazell Vreizh
Pajenn degemer